Ti an Aber

Maison de l’estuaire

> https://www.guingamp-paimpol-agglo.bzh/se-divertir/sports-et-loisirs/sites-et-maisons-nature

An Trev

Ur ster-arvor hir 75 kilometr eo an trev a zo an andon anezhi e-barzh koajou abati malouenn en kerber, en su da wengamp. en pontrev e krog an aber anezhañ hag achuiñ nepell diouzh porzh-mor bihan logivi. sevel a rae un tamm mat a listri gant an trev gant o c’hargoù presius a vaerl, a had lin, a win eus bourdel…pep poull bihan, evel hini frinaoudour, a veze implijet evit diskargañ temz. hag eñ ul liamm etre an arvor hag an argoad, e oa un harz etre bro-dreger ha bro-ouelloù eus an trev ivez. meur a vag-treizh ac’h ae eus ur bord d’egile d’aezetaat an eskemmou. treizh lañserv, lakaet war kartennou abaoe ar bloaz 1776, a liamme « ar pasaj », en parrouz planiel, ouzh toull ar c’hwiled. paouez a reas er bloaz 1927, addigoret e oa bet e-pad an eil brezel-bed, ha serret da vat er bloaz 1957.

Brudet e oa istreg toull ar c’hwiled, ken e oa bet meneg diouti war ar gazetenn ofisiel er bloaz 1889 hag e-barzh ur studïadenn war stad istregi breizh. gant ar prefed-mor e veze embannet an doareoù istra. aotreet e veze an istra war droad, tra ma ne veze aotreet nemet d’ar bagoù war roeñv. ar vent vihanañ d’an istr e oa 5 cm er bloaz 1883. gant ur bern poulloù-aogañ bet staliet war torennoù ar stêr ( industriezh al lin) e veze louzet dourioù an trev en xix vet kantved. mat-kaer eo bet miret poulloù-aogañ koad-ermit.

Al Leñv

Dispartiañ a ra ar stêr-mañ Plourivoù diouzh Kemper-Gwezhenneg er su. C’hoari a ra kalz al Leñv da reiñ ur plas bras d’an natur e-barzh hon c’humun. E-barzh prajoù kastell Beaumanoir en Leslay emañ andon al Leñv, un nebeud kilometroù en su da Gintin. Ur stêr a bouez bras eo homañ ivez en askont ma vez kemeret dioutañ an dour evapl evit Bro-Pempoull a-bezh. Ken uhel hag ar C’hovel e sav dourioù Mor-Breizh e-barzh aber al Leñv. Strizh ha koadek eo an draoñienn el lec’h-se. Un toullad kildroennoù a ra ar stêr eno, rak ret eo bet dezhi toullañ he hent dre menezioù a-raok arriout e-barzh ar mor.

Hag eñ bihanoc’h evit hini an Trev, eo ret taol ar brasañ plê ouzh aber al Leñv abalamour ma vez miret ennañ lec’hioù naturel a bouez. Puilh ha diseurt eo ar vuhez e-barzh an aberioù. Pesked zo a gav eno ar gwellañ lec’hioù evit ober o re vihan. Sevel a ra pesked all ingal gant ar stêr-mañ evit dozviñ e-barzh an dour dous. Lec’hioù mat evit eogeta ha dluzheta e oa ar rañvelloù-koll zo war stankoù ar milinoù. Diwar bagoù pe diouzh ar ribloù e veze stegnet rouejoù karrezek e-barzh an dourioù-se evit pesketa.

Ur repu eus an dibab zo eus ribloù serzh ha koadek al Leñv evit loened ar c’hoajoù. Yourc’hed a vez gwelet eno alïes. Tra ma veze ket nemeur a voc’h-gouez e-pad an XX vet kantved, e vez muioc’h-muiañ dioute en deiz hidiv.

Ar c’hoajoù

Tost da 1200 devezh-arat, bet lanneier anezhe gwechall, zo goloet bremañ gant koajoù Penc’hoad-Lañserv, war an torennoù roc’hellek a-us ribloù serzh an Trev. Dindan gwez-pin mor e oant bet lakaet en XIX vet kantved da reiñ talvoudegezh da douaroù diaes d’ober ha da bourveziñ postoù-min da c’hlaouegi Bro-Saoz; ar brasañ tachenn koadek en Arvor Hanternoz Breizh zo eus ar c’hoajoù-mañ en deiz hidiv.

Chom a ra tammoù gwez deliaouek e-barzh an traoñiennoù fresk. War al lanneier e vo gwelet bodoù lann ha meur a seurt brug. Lec’hidegoù ha palujoù ac’h a d’ober ribloù an Trev gant plantoù dibar ivez. E-touez al loened a deu d’annezañ al lec’hioù-mañ, greomp meneg eus an adrened-noz, en penn-kentañ an hañvezh, zo anezhe evned o c’han-karantez souezhus-bras.

Tost da 800 devezh-arat zo perc’hennet gant Mirva an Arvor. War tachenn “Natura 2000” Bro-Dreger-Bro-Ouelloù eo bet enskrivet al lec’h evit an annezioù ennañ eus ar re gaerañ.