1 500 bloavezhiad istor

Dont a ra an anv « Plourivoù » eus ar brezhoneg kozh « Ploe » ( Parrouz) ha marteze eus anv ur sant « Rivoù » a oa dedïet ur chapel dezhañ e-kichen ar Vourc’h-Wenn. Ur barrouz kozh eo homañ : n’eo ket hepken an dachenn zo bremañ ac’h ae d’ober anezhi, met hini Eviaz ha Kerfod ivez.

Bezañ zo meneg eus parrouz Plourivoù war teulioù Abati Boporzh adalek ar bloaz 1205, goude ma ne veze ket deservijet hon farrouz gantañ ; amañ e oa un toullad madoù d’an abati. Conan, breur yaouankañ Alain d’Avaugour, bet fontet an Abati gantañ, a reas donezon dezhañ eus deogoù Plourivoù ( betek 1790 e veze savet ar re-se d’an daouzekvet foeskenn ), ha div vilin ha div gored. Profañ a reas Rivallon, mab Conan, e domani en Villa Aufredi, hag a deuy da vezañ Kastell Aofred, d’ar Bremontreed, er bloaz 1250. Anvoù-lec’hioù zo, evel Douar Manac’h, pe Douar ‘N Abad, a diskouen a-walc’h merk an Abati e-barzh en Plourivoù. Tremen a reas parrouz Plourivoù, er pevarzekvet kantved, dindan beli aotronez Rohan, hered d’ar familh Penthièvre-Avaugour, ha chom a ray en o dalc’h betek ar seitekvet kantved.

Dre un akt eus ar bloaz 1577, e ro Louis de Rohan e asant da Jean Chef-du-Bois d’ober fej eus koajoù ha lanneier en parrouz Plourivoù hag Eviaz. Gant Yves Roquel, prezidant Breujoù Breizh hag aotrou ar Vourc’h-Wenn e laosk Louis de Rohan, er bloaz 1624, e wirioù kastellaniaj, jurdisïon, justis uhel, etre hag izel, souperiolajoù ha gwirioù enorus en parrouz Plourivoù, Kermaria ha Sant Yann. Dont a ra aotronïaj ar Vourc’h-Wenn da vezañ an hini brasañ eus ar barrouz. Prenet e oa bet an aotronïaj-se er bloaz 1748 gant ur c’henwerzhour-paramantour eus Pempoull, Jean Armez ( 1704-1786) ; e penn ar barrouz, hag ar gumun goude-se, e chomas ar familh Armez-se, gant Nicolas ha Louis-Marie, mibien Jean Armez, e vab-bihan Charles hag e c’hourvab Louis, adalek 1748 betek 1917 !

Dindan beli eskob Sant Brieg e oa parrouz Plourivoù gwechall evel bremañ. D’an 31 a viz Genver 1790 e oa bet dilennet kentañ koñsailh-kumun Plourivoù.

Afer Seznec

Klevet e vez anv eus Plourivoù alïes gant un afer justis hag a ra e reuz abaoe tost da gant vloaz. Afer Seznec a vez graet dioutañ. Rak perc’henn e oa an hini aet da get, Pierre Quéméneur, koñsailher jeneral eus Penn-Ar-Bed, war maner Traou-Nez. Kaoz a oa eus ar maner-se, 180 devezh-arat a goajoù en-dro dezhañ, a vije bet gwerzhet da Guillaume Seznec, a oa eñ e-unan perc’henn war un heskennerezh en Montroulez (29). Aet e oa an daou baotr war ur marc’had all : adwerzhañ gweturioù chomet war-lerc’h arme Stadoù-Unanet en kêr Brest. A-hervez, pa oant o kas ur wetur war-du Pariz an hini e oa aet Quéméneur da get da vat. Tamallet e oa bet Seznec ha kondaonet d’ar galeoù, goude dezhañ laret dibaouez ne oa ket kiriek. Un tennad eus klask korf Quéméneur hag a dremen e-barzh koajoù Plourivoù zo bet dalc’het soñj dioutañ gant ar re goshañ. Met n’eo ket bet diluriet an afer c’hoazh.

Bec’h en deus maner Traou-Nez oc’h en em dizober eus al lezanv anezhañ « Ti Seznec » en deiz hidiv. Troet eo al lec’h war anavout an endro koulskoude, gant an anv « Ti an Aber »

Un nebeud levrioù

Jules Le Chapelain : "Les Croix de Plourivo", Journal de Paimpol 1907. Olivier Pagès : "Croix et calvaires du Goëlo maritime", p. 163-168 et 255-264. Nicole Chouteau : "Plourivo", Société d’émulation des Côtes-du-Nord, Mémoires de l’année 1984. Annie-Claude Ballini : "Nicolas Armez, un bleu des Côtes-du-Nord", 1990. Annie-Claude Ballini : "La bataille de Plourivo, mythe ou réalité", Société d’émulation des Côtes-du-Nord, 1994. Le patrimoine des communes des Côtes-d’Armor, éditions Flohic, 1998, p. 802-805. Association des Amis de la chapelle de Lancerf : "La chapelle de Lancerf", 2001.